A strong man, a dead man; a good walker, an exhausted man; a good swimmer, a drowned man; a sharpshooter, a killed man.
Breton is a Southwestern Brittonic Celtic language spoken in Bretagne which lies in northwestern France.
There are many Breton proverbs and particular sayings, like in every culture. Here is a selection from more than 1,400 collected through time by Breton researchers.
Aet eo e vlev gant ar big ► The magpie got his hair (He's bald.)
Ar c'hi hag ar c'hazh / Mignoned warc'hoazh ► Dog an cat, friends tomorrow
Ar pezh a ra d'an dridi bezañ treut / Kalz emaint war nebeut ► The reason why starlings are thin: they're numerous on few
Bouzar ki pa gar ► Dogs are deaf when they please
Dañvad kailharet, peurvuiañ / Ouzh ar re all 'glask em frotañ ► A muddy sheep often tries to rub shoulders with others
E-kichen ki stag ne vank ral gad ► Hares are numerous near a tied dog
El lec'h ma vez staget an azen e rank peuriñ ► A donkey must graze where it's been tied up
Kerc'heiz a lez pesk bihan / A zebr melc'hwedenn da goan ► A heron which neglects a little fish gets a snail for dinner
Kompren pig e-lec'h bran ► To understand pig instead of crow (Not understand what is said.)
Meur a hini a gav mat pesked dizreinet ► More than one prefer boneless fish
N'anavezer ket mat ar c'hazh / Ken na vez sachet war e lost / N'anavezer ket mat ar c'hi / Ken na vez sachet war e fri ► You won't know your cat before having pulled its tail, you won't know your dog before having pulled its nose
N'eo ket ret teuler mein war kement ki a c'harzh ► One must not throw stones to any barking dog
Pa gomzer eus ar bleiz / Emañ e lost e-kreiz ► Talk of the wolf, its tails appears
Pep ki zo mestr en e di ► Every dog is master in its house
Petra 'dalv kaout ur vuoc'h vat / Mar skuilh he laezh gant un taol troad ? ► What's the use of a good cow if it spills the milk with a kick?
Un dra ha n'eo bet gwelet biskoazh / Eo un neizh logod e skouarn ur c'hazh ► Never seen a mouse's nest in a cat's ear
A-vihanik ober ar mad / A ro nerzh 'vit koshaat ► Doing good since childhood gives strength for growing old
Aesoc'h debriñ kig eget kac'hat eskern ► Eating meat is easier than crapping bones [1]
Aesoc'h eo plegañ plantenn eget displegañ gwezenn ► It's easier to bend a plant than to right a tree (It's easier to instil good manners into a child than to correct an adult's bad ones)
Al lestr na sent ket ouzh ar stur / Ouzh ar garreg a sento sur ► The ship which doesn't obey the rudder Will surely obey the reef
Al louzoù fall a drec'h atav ► Weeds always win
An hailhoned eo a ra ar wazed ► Rogues make tough men
An hini na oar ket sentiñ / Ne oar ket komandiñ ► Whoever doesn't know how to obey doesn't know how to command
Ar frouezh gwellañ a-raok dareviñ / Zo bet trenk, c'hwerv, put-ki ► Before being ripe, the best fruit are tart, bitter and acrid
Ar vamm a espern ar wialenn / A ranko bout kalet kostez he fenn ► The mother who saves the stick will have to be hard-cheeked
Ar re a zo dishêr / O deus poan ha mizer ► No heir: pain and poverty
Ar re o deus bugale / O deus poan hep dale ► People who have children, soon get pain
Bezo du, bezo gwenn / Pep gavr a gar he menn ► Black or white, every goat loves its young
Bugale ar gevnianted / Gwashañ kerent a zo er bed Ha gwellañ ma vent dimezet ► 4th cousins' children: worst kin in the world and best when they're married
Bugale vihan, poan vihan / Bugale vras, poan vras ► Little children, little pains, big children, big pains
D'ar vugale gwellañ madoù / Eo oberoù mat o zadoù ► The children's best property are their old ones' good deeds
Deskadurezh a dalv arc'hant ► Education is money
Dibaot bugel a heuilh tud sot / Eus o sotoni na zesk lod ► A child who follows stupid people seldom stays without learning some of their stupidity
Dibaot lez-vamm a gar ivez / Bugale all keit hag he re ► Stepmothers seldom love the other children as much as theirs
Diwar welout / teu gouzout ► From seeing comes knowing
Doue benniget / Pebezh torad filiped ! / C'hoazh e vezo / Mar chom ar filip kozh bev ► O my God, hat a brood of sparrows! There will be others if the old sparrow stays alive [2]
Doue, mabig, ra 'z kresko ker bras / Hag ar beleg az padezas ► May God, little son, make you grow as big as the priest who baptized you
Dre glevet e tesker / Ha dre sentiñ e kelenner ► From hearing, learning; from obeying, teaching
E pep amzer, kelenn / A-wechoù, gourc'hemenn ► All time long, teach; sometimes, command
El lec'h ma teu Yann / E teu e damm / Pa zeu Yann / E teu e rann ► Where John comes, his bit comes; when John comes, his share comes (Every child brings something to the household and takes something from it)
En douar fall emañ fall an ed ► Bad wheat comes from bad soil
Fest an ibil sonn / D'ho yec'hed, paeron ! ► The stiff peg's banquet: your good health, godfather! [3]
Graet eo o botoù a-raok o zreid ► Their shoes are made before their feet
Gwell eo chom hep bezañ ganet / Evit chom hep bezañ desket ► Better not having been born than being ignorant
Gwell eo deskiñ mabig bihan / Eget dastum madoù dezhañ ► Better teaching the little son than heaping up wealth for him
Gwell eo skouer eget komzoù ► Better an example than words
Gwelloc'h skiant evit arc'hant ► Better knowledge than money
Ha droug ha mad / A denn d'e had ► Evil and god come from the seed
Hevelep tad, hevelep mab / Mab diouzh tad ► Like father, like son, son like father
Kamm, luch, tort ha born / Zo ganet diwar ar c'horn ► Lame, squint-eyed, hunchbacked and one-eyed was born at moon crescent
Kastiz, boued ha deskadurezh / Tri zra ret d'ar bugel bemdez ► Punishment, food and education: three things to the child everyday
Kentañ zo a-raok prezeg / Reiñ skouer vat ha komz brezhoneg ► First thing before preaching: setting a good example and speaking Breton
Komzoù an den kozh a gelenn ar re yaouank zo gourc'hemenn ► When teaching youngsters, an elderly person's words are commands
Kig hag eskern, fank ha bouilhenn / Penn-kil-ha-troad, setu an den ► Flesh and bones, mire and mud: from head to feet, here's the guy [1]
Mab e dad eo Kadioù/ Pe a vent, pe a liv / Nemet e vamm a lârfe gaou / Mar n'emañ e ouenn eo al liv ► Kadioù is his father's son by size or by colour, except if his mother tells lies; then if it not the race it is the colour
Mab ha merc'h / Netra war-lerc'h ► Son and daughter, nothing after
Marc'h a reut ouzh ar c'hentroù / A ra gaou bras d'e gostezioù ► A horse that resists the spurs hurts its flanks badly
Merc'h he mamm eo Katell ► Catherine is her mother's daughter (Like mother, like daughter)
N'eo ket e-touez an traezh hag ar bili / E tesker neuñv d'an houidi ► Not in sand and shingle does one teach the ducks how to swim
N'eo ket gant eskern / E paker al lern ► One won't catch foxes with bones
Neb en deus gwreg ha bugale / A zle ivez turlutud dezhe ► Whoever has wife and children must entertain them
Neb en deus mamm en deus tamm ► Whoever has a mother has a bit
Neb na oar a gavo da zeskiñ ► Whoever doesn't know will find to learn
Netra ne zeu gant bazhadoù nemet laezh-ribod ► By means of beating one gets only sour cream
O wallenforniañ / E reer kornek ar bara ► Bread badly put in the oven turns horned
Ober strakañ ar skourjezig / Ne zastum ket kezeg spontik ► No cracking whip ever gathered timorous horses
Pep tra en deus e gentel ► There is a lesson in everything
Sotoc'h evit an den a-wechoù e gelenn ► Sometimes one learns from more stupid than himself
Tad ha mamm a lez bugel / Zo daonet a-raok mervel ► Father and mother who leave the child alone are damned before dying
Un ti karget a vinored / N'en deus mignon na kar er bed ► A house full of orphans has neither friend nor kin
Ur gentel vat zo mat da gaout ► A good lesson does good
Ur skouer vat a zoug bepred had ► There's a seed in every good example
Yac'h evel ar beuz / Kement mempr en deus ► Healthy like a box tree each one of his limbs
Adolescence
An dud yaouank a gav gante / E kouezh an aour eus beg ar gwez / Ha padal an delioù a gouezh / Da ober plas d'ar re nevez ► The youngs believe that gold falls from the trees, but the leaves fall to give way to the new ones
Ar broc'h a doull an douar / Hag Alanig a grog ar yar ► The badger digs the ground and the fox catches the hen [5]
Ar c'hazh a vourr o logota Hag ar c'hi o koulineta ► The cat loves to chase mice And the dog to chase rabbits
Ar c'hlask a zo frank / Ar c'haout n'eo ket stank ► There is plenty to look for, there is few to find
Betek-henn n'emañ ket ar mod / Ec'h a ar plac'h da glask ar paotr ► Until now the custom is not that the girl looks for the boy
Dousoù e pep lec'h / Karantez e nep lec'h ► Lovers everywhere, love nowhere
N'eo ket kaout skeul d'ar c'hazh / Evit pakañ logod pe razh ► A cat doesn't need any ladder to catch mice or rats
Oad ha hed / A laka ki d'ar red ► Age and length make the dog run
Youankiz pa ouife / Kozhni pa c'hellfe / Moliac'hoù a rafe ► If the young knew, if the old could, they would work wonders
Avel, holl avel ! Ez eo ret mervel ► Wind, everything is wind! One must die
Ha c'hwi a garje kaout ur marv mat ? — Bevit ervat ► Would you like a nice death? — Live well
Kozh ha yaouank, ha da bep oad / An Ankoù 'zeuio d'ho falc'hat ► Old and young, and at every age, the Ankoù will come to scythe you [6]
Marv eo mamm an avaloù ha disec'het plant ar sistr ► The apples' mother is dead and the cider plant dried up
Mervel a raimp ha n'hor bezo ket bet amzer da ziskuizhañ ► We'll die and we won't have time to rest
Meur a varc'h mad a zo marvet o vont adarre ► More than one horse died while going again
Nag a boan, ha mervel goude !... ha bezañ daonet c'hoazh marteze ! ► So much pain, and die afterwards!... And be damned perhaps!
N'eus born ebet er vered ► There is no one-eyed person in the cemetery
Pa gaser ar paour d'an douar / Kloc'h bras ar barrez zo bouzar ► The big parish bell is dumb when the poor is sent to the ground
Ret e vez mervel evid diskouez e vezer bet klañv ► One has to die to show he was ill
Ul liñsel wenn ha pemp plankenn / Un dorchenn blouz dindan ho penn / Pemp troatad douar war c'horre / Setu madoù ar bed er bez ► A white shroud and five boards, a straw cushion under your head, five feet of soil atop, that's the world's wealth in the grave
Al labourer a-viskoazh / A zebr ur garg douar ar bloaz ► From time immemorial, the ploughman eats a load of soil every year
An amzer eo a ra ar foenn, neket an dud eo ► The weather makes the hay, people do not
An douar zo kozh met n'eo ket sot ► The soil is old but it is not stupid
An hini a ved hag a had souden / A goll ur bara war bep ervenn ► Whoever harvests and sows all of a sudden loses a loaf of bread every furrow
Ar gwin koshañ eo ar gwellañ ► The older the wine, the better
Ar gwinizh du paneve gant ar vezh / A ziwanfe en un nozvezh ► Wheat, if not shameful, would sprout in a night
Atav e kav an den eost an amezeg gwelloc'h eget e hini ► One always finds that his neighbor's harvest is better than his
Bezhin glas ha teil du / A laka kouer war e du / Bezhin du ha teil louet / A gas kouer da glask e voued ► Green algae and black manure do the ploughman good, black algae and grey manure Leads the ploughman to beg
Blev konikled, plu klujar / N'int ket mat da stuiañ douar ► Rabbit hair, partridge feathers are no good to manure the ground [7]
Bloavezh glizh / Bloavezh gwinizh ► Dew year, wheat year
Bloavezh gwenan, bloavezh ed / Bloavezh c'hwiled, ne vez ket ► Bee year, wheat year; bug year, there's not
Bloavezh hogan, boavezh ed / Bloavezh irin ne vez ket ► Hawthorn fruit year, wheat year; sloe fruit year, there's not
Bloavezh kelion / Bloavezh had melchon ► Fly year, sow clover [8]
Bloavezh kraoñ, bloavezh ed / Hanter kolo, hanter hed / Greun an arc'h dispartiet ► Nut year, wheat year; half straw, half length; the grain sorted out in the chest
D'ar c'hann emañ ar preñv el loar ► The maggot is in the full moon
Diwar an treuzgeot e vez ed / Diwar an onkl ne vez ket ► From wheat grass, wheat; from false oat-grass, there's not
Diwar brec'h al labourer emañ ar bed-holl o vevañ ► The whole world lives upon the ploughman's arm
Douar askol, douar ed / Douar raden, douar brulu, n'eo ket ► Thistle ground, wheat ground; fern ground, fox-glove ground, are not
Dre balat sonn / Ez a ar c'hlaz don ► Deep turning over: deep greenery
Dre o beg e tozv ar yer ► Hens lay eggs through their bills
Du ar vouarenn / Darev ar segalenn ► Black the blackberry: ripe the rye
Er bloaz bizeost, neb a vez fin / A laka kanab e-lec'h lin ► On leap year, whoever is smart sows hemp instead of flax
Evit ar raned da gano / Ma buoc'hig paour-me a varvo / Pa gano ar goukoug deomp-ni / Ma buoc'hig-me ne varvo mui ► When the frogs sing, my poor little cow will die; when the cuckoo sings for us, my little cow won't die anymore
Gant ar pradoù ez eo e vager al loened / Al loened a ro teil hag an teil a ro ed ► The meadows feed the animals: the animals yield manure and the manure yield wheat
Gant dilhad tomm ha bevañs mat / Pep miz goañv zo dereat ► With warm clothes and good food, every winter month is acceptable
Gra fall d'an douar, ne denni tra dioutañ ► Hurt the soil, you won't get anything from it
Gwashañ tra a c'hell en em gavout gant ur merer/ Eo klevet kilhog e vestr ► Worst thing that can happen to a farmer: hearing rooster his landlord (The landlord's house should not be too close to the farm)
Gwelloc'h bevañ div vuoc'h gant boued teir eget teir gant boued div ► Better feed two cows on food for three than three on food for two
Gwelloc'h plantañ rabez eizhtez a-raok gouel Yann ► Better to plant turnips a week before Midsummer Day
Gwinizh war-lerc'h heiz / Fallañ gounidigezh e Breizh ► Wheat after barley: the worst farming in Brittany
Heiz dibell ha gwinizh pellek / A laka an arc'h da vout barrek ► Barley without chaff and chaffy wheat makes the chest brim
Justañ tra er menaj : an teil hag an arc'hant ► What's most on the short side in a farm: manure and money
Kurun diouzh ar gevred / Marrat bepred ► Thunder from the south-east: keep on swailing
Kurun diouzh ar gwalarn / Taol ar varr er sanailh ► Thunder from the north-west: throw the swail into the loft
Labourit a-dreuz, labourit a-hed / Teilit mat hag ho po ed ► Plough widthwise, plough lengthways, manure well and you'll get wheat
Lagad ar mestr a lard ar marc'h / Hag a laka ed 'barzh an arc'h ► The master's eye fattens up the horse and puts wheat in the chest
Mar deu d'ar vuoc'h dilaezhañ / Kenavo mignon, ha skamp ► If the cow dries up: farewell, friend, and run away
Mar fell deoc'h droukprezeg ho ed / Kit e miz Ebrel d'o gwelet ► May you want to slander your wheat, go to see it in April
N'eo ket gant bokedoù / E larta an hoc'h en e graou ► It is not on flowers that the pig fattens up in its shed
N'eo ket mat hadañ rabez war ar c'hresk loar ► Don't sow turnips on a rising moon
Na espern teil met espern had / Ha mard ac'h eus hadet un dornad / Neuze ez pezo eur falzad ► Do not save manure but save seeds, and if you have sown a handful you'll get a sickleful
Na gemerit evit merour / Nag ur c'har nag un treitour ► Do not pick for tenant neither kin nor traitor
Neb a gign e vaout er bloaz-mañ / A vez kuit da vloaz d'e douzañ ► Whoever skins his ram this year won't have to shear it next year
Neb a ya gant e votoù war an ed / A ya diarc'hen da glask e voued ► Whoever walks with his shoes on his wheat goes barefoot to beg
Pa gan ar goukoug gant gouel Yann / E chom an ed pell war o dramm ► When the cuckoo sings on Midsummer Day, the wheat stays for along time in swaths
Pa gan ar ran e kreiz an deiz / Neuze 'vez poent gounit an heiz ► When the frog sings in broad daylight it's time to sow barley
Pa gan ar ran e kreiz ar prad / Neuze 'vez poent gounit pep had / Nemet al lann hag ar pilad ► When the frog sings in the middle of the meadow, it's time to sow every seed except gorse bush and hulless oat[9]
Pa gano an durzhunell / Me 'bo laezh e-leizh ma skudell ► When the turtledove sings I'll get my bowful of milk
Pa hadi kas had/ Pe laosk dihad ► Sow plenty when you sow, or leave without seeds
Pa sav al loar a-barzh an noz / Had ar panez antronoz ► When the moon rises to the north, sow parsnips the day after
Pa varv ar gerc'henn gant ar riv / Unan a chom a dalv div ► When an oat seed gets frozen, one that remains is worth two
Pa vez avel greñv, nizañ / Pa vez kalm, tamouezañ ► Strong wind, winnowing; no wind, sifting
Pa vez glav da c'houel Madalen / E vrein ar c'hraoñ hag ar c'hesten ► Rain on St. Magdalen's day: rotten nuts and chestnuts [10]
Pa vez gwelet un aval e-kerzh gouel Yann / E-kerzh gouel Mikael e vez kant ► An apple on Midsummer Day: a hundred on St. Michael's day.[11]
Pa vez houarnet ar c'harr / Er pod e lakaer ar yar ► Time to rim the cart with steel: time to put the hen in the pot
Pa vez ker ar bleud / E vez kezeg treut ► Expensive flour: scraggy horses
Pa zeu bleuñv d'ar gwinizh / E tigresk al laezh livrizh ► When the wheat flowers, the sweet milk grows scarce
Pa zeu gouel Yann / E nebeuta al laezh hag an amann ► Come Midsummer Day, the milk and the butter grow scarce
Pa ziver an dour eus korn an ejen / E vez poent gounit ar winizhenn ► When water flows from the ox's horn, it's time to sow wheat
Pask abred / Pep tra abred ► Early Easter, everything early
Pask kailharek / Solier barrek ► Muddy Easter, full loft
Pri touseg, kolo ha foenn / A ra ur voger penn-da-benn ► Mortar, straw and hay make an entire wall
Re gozh an douar d'ober goap outañ ► The ground is too old for being scoffed at
Roit d'ar saout boued fraezh / Hag e savo dienn war al laezh ► Give good food to the cattle and cream will rise on the milk
Serrit ar gwazhioù / Douret eo ar pradoù ► Close up the streams, the meadows are watered [12]
Teil a-grogadoù / Segal a-bochadoù ► Handfuls of manure: bagfuls of rye
Teil deñved ha hadañ diouzhtu / A laka an heiz da vezañ druz ► Sheep manure and sowing at once fatten the barley
Un hed gwenan a-raok gouel Yann / A dalv ul leue en e vamm ► A swarm before Midsummer Day: a calf in its mother
Al lêr a baeo ► The leather will pay (They will suffer from too much food)
An dour red ne ra droug da zen ebet ► Flowing water doesn't hurt anybody (Unlike stagnant water.)
An holl draoù mat d'ar staoñ ne vezont ket atav mat d'ar stomog ► What tastes good to the palate isn't always good for the stomach
An tamm hag al lomm / A zalc'h an den en e blom / Al lomm hag an tamm / A ra dezhañ kaout lamm ► The bit and the drop keep the man straight; the drop and the bit make him stumble
Ar c'housked zo hanter voued ► Sleep is half food
Ar mouar du ne vezont mui mat / P'en deus kac'het labous sant Mikael war ar prad ► Blackberries go bad when saint Mic'hael's bird has left droppings on the meadow
Ar pod dour pa zeu en ti / A brest e c'hwitell da bep hini ► When the jar of water comes home it lends its whistle to everyone
Ar soubenn a zalc'h ar c'hof diroufenn ► Soup keeps the belly free of wrinkles
Avaloù-douar da walc'h / Hag ar c'hig just a-walc'h ► Potatoes galore and meat just enough
Bara ha dour / A zalc'h ar sac'h bourr ► Bread and water keep the bag full
Biskoazh bara tev / N'en deus graet fall d'un den bev ► Thick bread never harmed any living person
Biskoazh den gant naon bras / Tamm bara fall ne gavas ► A starving person never found a bad piece of bread
Brammat a ra ar bourc'hiz pa vez goullo e gof / Breugeudiñ a ra ar Breizhad pa vez leun e gof ► The wealthy fart when their belly is empty, the Bretons belch when their belly is full
Debriñ a ra d'an nev evel ma ra Roc'han ► He eats from the trough like Rohan's son does [13]
Ev da win pur ha soubenn domm / Ha pep hini diouzh ezhomm ► Dink your wine undiluted and hot soup, and both according to needs
Fars forn a vez debret gant an dorn ► Custard flan is best when eaten by hand
Friko da Sul, friko da Lun / Ha bara sec'h e-pad ar sizhun ► Banquet on Sunday, banquet on Monday, and dry bread all week long
Gant goanag ha dour yen / E c'heller bevañ meur a zen ► Hope and cold water can feed several persons
Gwelloc'h c'hwezh vat eget trouz arc'hant ► Better good smell than jingling money
Gwelloc'h eo kof da freuzañ eget boued da venel ► Better belly torn up than leftovers
Gwelloc'h ur pred bepred / Eget ur boezellad ed ► Better dinner everyday than a bushel of wheat
Gwelloc'h fav eget netra ► Better beans than nothing
Gwelloc'h un tamm bemdez / Eget re da Veurlarjez ► Better a bit everyday than too much on w:Mardi Gras
Gwelloc'h un ti bihan bouedek / Eget un ti bras avelek ► Better food in a little house than a big windy house
Kafe bervet / Kafe lazhet ► Boiled coffee, dead coffee
Kement zo fall / A gar ar sall ► Everything bad loves salt
Ker gwazh re ha re nebeut ► Too much is as bad as too little
Kistin poazh / Bramm hag ez po c'hoazh ► Cooked chestnuts: fart and you'll get more
Krampouezh hag amann zo mat / Un nebeudig eus pep sac'had / Hag ar merc'hed war ar marc'had ► Pancakes and butter are good, a bit from every bag and the women on top of all that
Laerezh e amzer hag e voued / Brasañ pec'hed zo er bed ► Stealing one's time and one's food: worst sin in the world
Laezh ha kig zo ampoezon rik, kig ha laezh zo medisinerezh ► Milk and meat are pure poison, meat and milk are medicine
Laka kig er pod / An tan, sur, en devezo e lod ► Put meat in the pot, for sure the fire will get its share
Mesper, da foarañ treid da zivesker ► Quinces, and crap all over your legs' feet
Neb a zebr avaloù poazh / Birviken askorn ne gac'has ► Whoever ate cooked apples never crapped any bone
Neb a zebr stripoù / A zebr kaoc'h a-wechoù ► Whoever eats tripe eats some crap sometimes
Neb zo laouen gant bara sec'h / A gav da beuriñ e pep lec'h ► Whoever is happy with dry bread finds food everywhere
Nemet sec'hed pe naon ez pije / Na zebr tamm ha na ev banne ► Save when you're thirsty or hungry, don't eat a bit and don't drink a drop
Ne vo ket bras lod pep hini / Ur grampouezhenn etre nav c'hi ► Everyone's share won't be big: a pancake between nine dogs
Paourentez a dosta en kuzh / Eus kegin lipous ha re zruz ► Poverty comes near on the sly through mouth-watering and too fatty cooking
Pep kouilhourenn a gav mat he c'heusteurenn ► Every slattern like their cooking
Sac'h goullo ned eo ket evit chom en e sav / Pa vez leun ar sac'h ned a ket ken e-barzh ► An empty bag can't stay up; nothing can go into it when it's full
Soubenn an tri zraig : dour, holen ha baraig ► The three bit soup: water, salt and pieces of bread
Tammoù bihan hag alies / A garg ar c'hof pa vez diaes ► Little bits and often load the belly at hard times
Tan, dour ha bara a gaver e pep lec'h ► Fire, water and bread are found everywhere
Tri seurt tud a laka amann war o bara : ar veleien abalamour ma 'z int sakr, an dudjentil abalamour ma 'z int nobl, ar beizanted abalamour ma 'z int sot ► Three kinds of people lay butter onto their bread: priests because they are holy, gentlemen because they are noble, peasants because they are stupid
Ar vignoned ne roont ket / Etrezo pep tra a vez rannet ► Friends do not give, they share everything
Keit ha n'ho po ezhomm ebet / E kavot kalz mignoned / Pa zeu berroù a-wel / Kalz mignoned a dro banniel ► As long as you are not in need you'll find lots of friends; come dire straits, lots of friends turn their banner
Neb a gemer ha na ro ket / N'en deus mignon ebet / Neb a gemer hag a ro / En deus karantez e pep bro ► Whoever takes without giving doesn't have any friend; whoever takes and gives gets love in every country
Ur c'hozh ti soul ennañ ur mignon/ Zo ul lez kaer d'ar galon ► A lousy house with a friend in it is the heart's court
Ur mignon mat zo gwelloc'h eget kar ► A good friend is better than kin
Ar barazher a oar dre c'hwezh / Hag eñ e vez tra vat er pezh ► The butter maker knows by smell whether there is good stuff in the chum
Ar c'hemener diwar e dorchenn / Pa gouezh a gouezh en ifern ► The tailor falls from his cushion into Hell
Ar mañsoner a gar an hini / En deus iliav-red ouzh e di ► The mason loves whoever has ivy over the house
Er c'hivijerezhioù an ejened / Zo buoc'hed ► In the tanneries, the oxes are cows
Evañ gwin, kañjoliñ merc'hed / Setu dever ar c'hloareg ► To drink wine and to cuddle women, that's the priest's duty
Gwelloc'h eo bout kiger eget leue ► Better be a butcher than a calf
Kemener brein / An diaoul war e gein ► Rotten tailor, the devil on his back
N'eo ket gwreg ar c'here/ He deus ar gwellañ botoù ► The best shoes are not the shoemaker's wife's
N'eus ket hardisoc'h eget roched ur miliner / Rak bep mintin e pak ul laer ► There's nothing bolder than a miller's shirt: it packs a thief every morning
Galleg saout / Den n'eo gouest d'e anaout / Brezhoneg kezeg / Den n'eo gouest d'e brezeg ► Nobody can understand cattle's French, nobody can speak horses' Breton
Gwell eo brezhoneg mat evit galleg fall ► Better speaking good Breton than speaking bad French
A-barzh e vezo fin ar bed / Ar fallañ douar gwellañ ed / Ar fallañ merc'h gwellañ dimezet / Hag ar besterd a-raok oc'h ober tro ar vered ► Before the end of the world: best wheat on worst soil, worst daughter best married, and the bastards leading the procession
A-raok soñjal da zimeziñ / Ret eo kaout un ti / Ha douar diouti ► Before contemplating marriage, get a house and land to it
A-ziwar moue ar gazeg E vez paket an ebeulez ► Catch the filly by the mare's mane • "Appeal to the future mother-in-law to get her daughter."
Aesoc'h dimeziñ / Evit sevel ti ► It's easier to get married than to build a house
An dimezioù a ziabell / A c'halv un tiig ur c'hastell ► Marriages from far away call a little house a castle
An dimeziñ : pemp kant lur poan hag ur c'hartouron plijadur ► Marriage: five hundred pounds worth of pain and a bit of pleasure
An durzhunell a ra truez / P'he deus kollet he farez ► Take pity on the turtledove which has lost its female
An hini a blij ar c'hizhier dezhañ en devez ur wreg koant ► Whoever is keen on cats gets a pretty wife
An tog a rank mestriñ d'ar c'hoef ► The hat must be master over the headdress
An truilhoù, ar merc'hed brav / A gav fred atav ► Rags and pretty women always find a buyer
Ar bank en tan ne lakaer ket / Dre ma vez an alc'hwez kollet ► Do not throw the chest into the fire because the key is lost [15]
Ar gened zo war-lerc'h ar mad / Keit ha ki kamm war-lerc'h gad ► Beauty runs after wealth as long as a lame dog after a hare
C'hoant dimeziñ ha bevañ pell / En deus pep Yann ha pep Katell / Dimezet int, pell e vevont / Holl war o giz e karfent dont ► Every John and Kate want to marry and live long; they marry, they live long, they all would go back
Da bep oad e red ar c'hi war-lerc'h ar c'had ► At every age, the dog runs after the hare
Da vont da zougen ar Werc'hez / E ranker prenañ dantelezh ► One must buy lace to carry the Virgin
Da zimeziñ, gwelloc'h kalon vat ha tener / Eget arc'hant leizh ar baner ► For marriage, better good tender heart than a basketful of money
Dimez da vab pa gari / Ha da verc'h pa c'halli/ Gwelloc'h eo dimeziñ merc'h / Eget kaout anken war-lerc'h ► Have your son married went you want and your daughter when you can; better get the daughter married than grief later
Diouzh pep troad n'eo mat pep botez / Ha da bep gwaz ned a pep maouez ► Every shoe doesn't suit every foot and every woman doesn't suit every man
Divalav daou zen a gavfet / Paotr hep barv ha plac'h barvek ► The ugliest people one can find: beardless boy and bearded girl
El lec'h ma vez ur c'hilhog / Ne gan ket ar yar ► Where there is a rooster, the hen doesn't sing
Etre an dimeziñ hag an eured / Emañ an diaoul o redek ► Between engagement and wedding, the devil runs
Etre an dimeziñ hag ar c'heuz / N'eus nemet treuz ar c'hleuz / Ha pa vo sellet mat / N'eus nemet treuz ur votez koad ► Between wedding and regrets there's only the thickness of a hedge, and when one watches there's only the thickness of a clog
Evit reizhañ ar bleizi / Ez eo ret o dimeziñ ► To calm down the wolwes, one must marry
Fall eo ar yar mar n'eo evit ar c'hilhog ► The hen is bad if it refuses the rooster
Gant ar c'hoant fortuniañ e c'heller ober tro ar bed / Gant ar c'hoant kac'hat ne c'heller ket ► Craving for marriage can lead to tour round the world; needing the toilet cannot
Gouezit ervad petra emaoc'h oc'h ober : an dimeziñ n'eo ket marc'had unnek eur hanter hag a echu da greisteiz ► Know well what you're doing: marrying is not a deal at half past eleven that ends at noon
Gwell eo beroù war an oaled / Eget e ti marc'h rous ar pried ► Better skewers on the fireplace than in the spouse's russet horse shed [16]
Gwelloc'h dibab brun / Eget chom da yun ► Better choose brown than staying without food [17]
Hennezh eo bet c'hwezhet e fri dezhañ ► That one got his nose blown (The girl chose another man.)
Kalon ur wreg zo un delenn / Hag a son kaer pa gar un den ► A wife's heart is a harp which sounds gently when she loves someone
Kentoc'h e skuizh ar freilh evit al leur ► The flail gets tired before the threshing floor does (The man gets tired before the woman does.)
Kuzul gwreg ha heol abred / Gwech a vez mat, gwech ne vezont ket ► A wife's advice and early sun sometimes are good, sometimes are bad
Maen uz karr, karr uz maen ► The stone wears the car away, the car wears the stone away
N'eo ket blev melen ha koantiri / A laka ar pod da virviñ ► Blond hair and beauty don't keep the pot boiling
N'eo ket skiantek an hini / A ro ali da zimeziñ ► Whoever counsels marriage doesn't have any sense
N'eus dimeziñ nemet unan / An hini a zimez da zaou, da dri / A ya d'an ifern da leskiñ / An hini a zimez da dri, da bevar / A ya da viken gant ar gounnar ► Marriage is to one only: whoever marries two or three goes to Hell to be burnt, whoever marries three or four goes with the devil for ever
N'eus ket a gozh votez / Na gav ket he farez / Nemet devet e vez ► Any old shoe finds its double unless it is burnt
N'eus tiegezh hep buanegezh ► There is no household without anger
Neb a avantur e wreg / E-lec'h unan en deus dek ► Whoever risks his wife gets ten instead of one
Neb a gemer e bar / A zimez a-benn pa gar ► Whoever takes his double marries when he desires to
Neñv koumoulek, avel krinet, gwreg kozh kinklet ne badont ket ► Cloudy sky, dry wind, old wife dolled up do not last
Ozhac'h da ziwezhañ a rank mont da gousket / Ha gwelet mat hag e zor zo prennet ► The husband must be last to go to sleep and check that his door is locked up
Pa vez an tan en daou benn d'an ti nevez ne vez ket pell o teviñ ► The new house burns fast when fire brokes out in both sides
Pa vez brasañ ar brezel e vez tostoc'h ar peoc'h ► When war is at its peak, peace is near
Pelec'h e kavot ur wreg vad ? D'an neñv e ranker mont d'he c'herc'hat ► Where will you find a good wife? In the heavens you must fetch her
Piv zo kasaus d'an holl ? An diaoul hag ur wreg foll ► Who's odious to everyone? The devil and a mad wife
Ret eo mervel evit bezañ meulet / Dimeziñ evit bezañ dispennet ► One must die to be praised, marry to be maligned
Seul dostoc'h, seul dommoc'h ► The nearer, the warmer
Un alc'hwez arc'hant a zigor / Gwell evit un alc'hwez houarn an nor / Gwell evit arc'hant un alc'hwez aour ► A silver key opens the door better than an iron key, a golden key does better than a silver one
Un taol tog en deus bet ► He got a hats off (He got a daughter to marry)
Ur bennhêrezh pa vez fall / A dalv kant skoed war unan all ► A bad main heiress is worth a hundred crowns more than another
Ur c'had gwelet a-bell a dro da louarn a-dost ► A hare seen from afar becomes a fox when seen close to (One can be surprised when marrying a stranger)
Ur c'hilhog kement ha ma dorn / Zo trec'h d'ur yar kement hag un ti-forn ► Ur rooster as big as a hand defeats a hen as big as a village oven
Ur c'hoari kaer a vez en ti / Mard eus kegel o komandiñ ► There's a pretty game in a house where the distaff commands
Ur c'hozh botez bet er vouilhenn / M'he deus madoù a gav perc'henn ► A muddy old shoe finds an owner if it has property
Ur pennhêr hag ur bennhêrez / A ra alies gwall diegezh ► A main heir and a main heiress often make a bad household
Deceived husbands
Ac'hanta, Yann al Leue / Paket out bet adarre ! ► Well, John Calf, you got caught again!
Emañ ma lod e pep hini / Kent em bezo bet ma hini ► I have a share in everyone until I get mine
Yann Golo-pod ha Yannig Laouen ► John Lid & Johnny Happy (One knows and lets do, the other doesn't know.)
An arc'hant a zeu a-berzh an diaoul / A zistro buan da houarnañ Paol ► Money coming from the devil returns swiftly to shoe Paul [18]
An arc'hant n'o deus c'hwezh ebet ► Money has no smell
An arc'hant n'o deus ket a lost ► Money has no tail (It is difficult to stop it running away".)
Ar paper a ya gant an avel hag an arc'hant a rank ruilhal ► Paper goes with the wind and money must roll
Arc'hant douget n'int ket arc'hant dispignet ► Money you hold is not money you spend
Arc'hant gant poan gounezet / Ne zle ket bout gwall zispignet ► Money earned in pain must no be spent in vain
Dle ne ra ket a vern ► Debts do not heap up wealth
El lec'h ma kan ar skrilh e vez arc'hant ► Where the cricket sings there is money
Gant arc'hant e vez gounezet arc'hant ► Money brings money
Gant spilhennoù e c'heller paeañ ur c'houmanant mard eus a-walc'h anezho ► One can pay a rent with pins if there are enough
Goude ar rastell e teu ar forc'h ► After the rake comes the fork (People often squander their parents' money.)
Gwelloc'h eo amploc'h evit justoc'h ► Better too ample than too tight
Gwelloc'h moged evit rev / Gwelloc'h arc'hant evit blev ► Better smoke than frost, better money than hair [19]
Gwelloc'h peñsel evit toull ► Better a patch than a hole
Gwelloc'h skiant evit arc'hant ► Better sense than money
Keit ha ma pado / Biken ne vanko ► As long as it will last, never will it run short
Kement a zo gwenn n'eo ket arc'hant, kement a zo melen n'eo ket aour ► All that is white is not silver, all that is yellow is not gold
Kemer hep lakaat / Nebeut e pad ► Taking without putting does not last
Koll a ro skiant da foll ► Loosing gives sense to the fool
Kolo leun ar rastell ► A rakeful of straw (A lot of work and a lot of debts.)
N'eo ket ar c'herañ ar gwellañ ► The most expensive is not the best
N'eo ket diouzh an arc'hant / E pouezer ar skiant ► Sense is not according to money
N'eo ket gant marvailhoù / E paeer an dleoù ► Debts are not paid for by fairy tales
N'eus ken nemet al laoueien a ziskouez o gwenneien ► Only the down-and-out show their pennies
Naontek gwech ha pevar-ugent ez a ar sailh er puñs, hag er c'hantvet gwech e stok ► Ninety-nine times goes the bucket to the well, and it touches on the hundredth (No money left.)
Ne c'houzañver ket an dienez ken na ve aet ar feunteun da hesk ► One doesn't suffer from poverty until the fountain runs dry.
Neb a bae e zle / A zastum leve ► Whoever pays his debts heaps up income
Neb a brest arc'hant hep gwarant / A goll ha mignon hag arc'hant ► Whoever lends money without guarantee loses a friend and money
Neb a viras a gavas / Antronoz veure pa savas ► Whoever had kept, found when he got up the day after
Neb a yelo da gred / Mar na goll ne c'hounezo ket ► Whoever will buy on credit won't win if he doesn't lose
Neb en deus, en deus / Neb n'en deus ket a sell a-dreuz ► Whoever has, has; whoever hasn't looks askance [20]
Pa vez tro da goll/ Eo gwell hanter eget holl ► When it comes to lose, better half than whole
Prenañ kig digant ar bleiz ► To buy meat from the wolf (To pay a lot.)
Aesoc'h ar mab goulenn ouzh tad / Evit d'an tad goulenn ouzh mab ► It's easier for the son to ask from the father than for the father to ask from the son
An hini a zalc'h an askorn / A yelo ar c'hi da heul e zorn ► The dog will follow whoever's hand is keeping the bone
An hini gozh a lamm en dour / Hag a bed Doue d'he sikour ► The old woman jumps into the water and prays for God's help
Ar skosoù kozh ne vevont ket pell pa vez kemmet lec'h dezho ► The old stumps do not last when you change their place
Div, teir amzer en deus an den / N'int ket heñvel an eil ouzh eben ► Man has two or three ages, all different
Grisaat n'eo ket koshaat ► Greying is not getting old
Gwrac'h klemmus, gwrac'h padus ► Moaning old woman, lasting old woman
Mat eo bevañ pell / Bevañ mat zo gwell ► It's good to live long, living well is better
Ne c'heller ket, siwazh, neveziñ / Beg ur wrac'h kozh 'vel tal an ti ► Alas, no way to renovate an old woman's mouth like the front of the house
Tremenet an heol war he zreuzoù ► The sun passed over her doorstep (She cannot give birth anymore.)
Ur c'hozh louarn, hag eñ pare / Ur gozh yar c'hoazh a garfe ► An old tired fox would like an old hen yet
Al louarn o prezeg d'ar yer ► The fox is preaching to the hens
Ar veleien ne garont ket / Bezañ distroet eus o fred / Gortozit 'ta gant pasianted / Pe an absolvenn n'ho po ket ► The priests don't like to be interrrupted in their dinner, so wait with patience or you won't get absolution
Hag e vec'h eus gouenn ar c'hi / Mard hoc'h eus madoù, deuit en ti / Hag e vec'h eus gouenn ar roue / Mard oc'h paour, it en anv Doue ► May you be of canine stock, come in if you are wealthy; may you be of royal blood, if you're poor, go away for God's sake
Hêrezh ur beleg eo arabat he c'has da benn uhelañ an ti ► Do not keep a priest's inheritance in the attic (Do not keep it, because it comes from the poor.)
Kelien ha merien / Menec'h ha beleien / Pevar seurt loened / Ar gwashañ zo er bed ► Flies and ants, monks and priests: the four worst species of animals in the world
Muioc'h a win eget a goar a zispigner er pardonioù ► More wine than wax are spent in religious feast
Pep manac'h a bed evit e sac'h ► Every monk preaches for his stomach
Peurvuiañ ar beleg / A lâr en ur brezeg / Selaouet ma c'homzoù / Laoskit ma oberoù ► Most of the time, the priest says in his sermon: listen to my words, don't look at my deeds
Reizhenn manac'h a zo tennañ / Digant an holl hep reiñ tra ► The monk's rule is taking from everybody without giving to anybody
Ur beleg marv / Un all en e lec'h ► A dead priest, another one in his place
Ar mor a lavar d'ar martolod : poagn ganin, me az pevo; diwall razon, me az peuzo ! ► Says the sea to the sailor: strive with me, you'll live; neglect me, you'll drown!
Deomp da gousket / Pa zeuy ar mor e teuy pesked ► Let'sgo to sleep, fish will come when the sea comes
Mouezh Doue eo mouezh an dud ► God's voice is the people's voice
Responsibility
Arabat eo mont war-bouez un neudenn vrein ► Do not cling to a rotten thread (Do not stick to a lame excuse.)
Digarez ar c'hreñvañ eo bepred ar gwellañ ► The strongest man's excuse is always the best
N'eo ket a-walc'h staotañ er piñsin / Ha mont er-maez da c'hoarzhin ► To urinate into the font and get out to laugh is not enough (One must take their responsibilities.)
Judging
Arabat eo barn an dud diouzh o gwelet ► Do not judge people from their look
Barnit ar re all / Evel ma fell deoc'h bezañ barnet ► Judge others like you want to be judged
Diouzh ma ri e vi barnet ► You will be judged according to your deeds
Emañ ar billig o tamall ar pod-houarn ► The pan is judging the iron pot
Kentañ rebech a ra kakouz da gakouz eo kakouz ► The first criticism a leprous makes to a leprous is to be a leprous
Lies a wech e vez tizhet fall / Neb a gustum tizhout ar re all ► Whoever often criticizes others often can't stand criticism
Ma mab, gant ar ment a venti / Ha netra ken, mentet e vi ► Son, according to the measure you'll apply and no other will you be measured
Podez merenn a ra goap eus podez koan / Padal emaint o-div war ar memes tan ► The lunch pot makes fun of the dinner pot, yet they sit on the same fire
Ret eo lemmañ a-raok flemmañ ► One must sharpen before stinging
War stad ar re all neb a gomzo / Mar kar em sellet e tavo ► Whoever speaks about others' state should look at himself and keep quiet
Meetings
Aet eo ar c'hazh gantañ ► The cats is gone with him (He's gone stealthily.)
El lec'h ma staot ur c'hi / E staot daou, tri ► Where one dog pisses, two or three do the same
Reputation
Brud mat a chome e toull an nor / Brud fall a red betek ar mor ► Good reputation stays at the door, bad reputation runs to the sea
Evit plijout d'an holl / Eo dleet bezañ fur ha foll ► One must be wise and foolish to be liked by everyone
Public relations
Da heul ar bleiz / Ned a ket an oan ► The lamb doesn't follow the wolf
Gra da oan hag e vi touzet ► Act like a lamb and you'll be sheared
Gwelloc'h eo plegañ eget terriñ ► Better yielding than breaking
Lez kaoc'hig da zont, ha warc'hoazh e teuio foerig ► Let a little turd come in, and the runs will come tomorrow (Show weakness to somebody, and they'll ask for more and more from you.)
Lezit ar re all da ziluziañ o gwiad ► Let others untangle their hank
Mar plegez da vout gwelien e vi lonket gant ar moc'h ► If you accept to be washings, you'll be swallowed by the pigs
Neb a lavar e oar pep tra / A ziskouez bout an azenañ ► Whoever says he knows everything shows that he is the greatest fool
Neb a venn krougañ ar c'hazh a lavar eo fall da logota ► Whoever wants to hang the cat says it's no good at chasing mice
Neb n'eo ket mestr en e vro / Mont d'ur vro all hag e vo ► Whoever isn't master in his country, let him go to another and he'll be
Pa lez an den da lakaat un troad war e c'houzoug e vez lakaet daou ► Whoever lets a foot on his throat gets two
Un azen ned a ket da lavaret grasoù ► An ass doesn't say Graces (It never thanks.)
Solidarity
Dre faot un tach e koll ar marc'h e houarn ► Because of a nail the horse loses its shoe
Gwadegenn evit gwadegenn pa vo lazhet ar moc'h ► Black pudding for black pudding when the pig is killed [22]
Gwell eo rannañ etre dek eget lezel unan hep ► Better sharing between ten than leaving one without a share
Kenderv-kompez pa bresti / Mab ar c'hast pa c'houlenni ► Cousin when you'll give, son of a bitch when you'll ask
Pep hini d'e dro / Evel an toaz e go ► Everyone has his turn like the rising dough [23]
An den klañv e zaoulagad n'hall ket gwelet an deiz / Nag ar re a zo kablus klevet ar wirionez ► A sore eye cannot see the daylight, nor can the culprit hear the truth
Ar wirionez na dalv netra / Pa ra gaou ouzh an nesañ ► The truth is unworthy when it harms others
Ar wirionez zo diaes da glevet / Dreist pep tra d'an hini n'he c'har ket ► It is hard to hear the truth, above all when you don't like it
Ar wirionez zo kasaus / Ha neb he lâr zo arabadus ► Truth is appalling and whoever tells it is troublesome
Etre c'hoari ha fars / E vez lavaret ar wirionez da galz ► Between playing and jokin, one tells the truth to many
Neb a oar reizh ar wirionez / A c'hall he lâret gwell a-se ► Whoever knows the truth can tell it for good
Ur gaou livet zo heñvel ouzh ar wirionez ► A good lie is like the truth
Ar bleiz a varvo en e groc'hen ► The wolf will die in its hide (Everybody stay with their qualities and faults.)
Reserve
Brizh-diod hag a oar tevel / Ouzh un den fur zo heñvel ► An idiot who knows how to be quiet is like a wiseman
Chomit sioul hag e pakot logod ► Be quiet and you'll catch mice
El lec'h ma vez an dour ar sioulañ / E vez an donañ ► The water is deepest where it is calmest
Gwashoc'h un taol teod / Evit un taol kleze ► A tongue's bite is worse than a sword's bite
Gwelloc'h ur ger tavet / Eget daou lavaret ► Better a word kept unsaid than two words said
Lagad a dalv teod ► An eye is worth a tongue
Neb zo lemm e deod a zle bout kalet e skouarn hag e benn ► Whoever is sharp-tongued must have a hard ear and a hard head
Tevel hag ober ► Be quiet and do
Sobriety
Aliesoc'h an hini a vez beuzet er gwer eget er stêr ► People drown more often in a glass than in a river
Goude reilhenn, pinijenn ► After debauchery, punishment
Neb a erbed e sec'hed / A erbed e yec'hed ► Whoever masters his thirst masters his health
Honour
An enor ne dalv netra / Met magañ a ra ► Honour is worth nothing, but it feeds
Gwell e ve ganin mervel mil gwech / Eget koll ma enor ur wech / Rak ma enor, pa vez kollet / Evit e glask n'er c'havin ket ► I'd better die a thousand times than lose my honour once, because when I lose my honour I'll never retrieve it
Cautiousness
Al logodenn n'he deus nemet un toull / Zo boued d'ar c'hazh abred ► The mouse which has only one hole will soon be eaten by the cat
Ar bodennoù o deus daoulagad ► The bushes have eyes
Ar c'hizhier a glev ► The cats hear
Na daolit ket ho potoù kozh a-gostez / Ken n'ho po ur re nevez ► Do not throw your old shoes away before getting new ones
Prenañ keuneud zo re ziwezhat / Pa vez ret c'hwezhañ er biziad ► It is too late for buying firewood when one must blow on their fingers
Humbleness
Brav a-walc'h eo lâret pa vezer pell eus ar bec'h / Berroc'h e vez an teod pa vezer war al lec'h ► Speaking is easy when far from the task; the tongue is shorter when on the job
E beg ar skeulioù uhel / E c'hwezh kreñv an avel ► The wind blows hard on the highest rung of the ladder
Evit c'hoazh n'eo ket bet ganet / Neb a zo gant an holl karet ► The person who is liked by everybody is yet to be born
Eürusañ den zo er bed / An den n'eo ket anavezet ► The happiest man in the world is the unknown man
Lakaet an diaoul e penn izelañ an ti / Hep dale er penn uhelañ e vestroni ► Put the devil in the basement, he will soon command from the attic
Charity
Aes eo ober blijadur, diaes eo ober vad ► To please others is easy, to do good to them is difficult
Al laer brasañ / A groug ar bihanañ ► The biggest thief hangs the smallest one
Al laeron vihan a vez krouget / Hag ar re vras ne vezont ket ► The small thieves are hanged, the big ones are not
Ar pezh a roer ne dalv netra / An doare da reiñ eo a ra ► What one gives is less worthy than the way it is given
Ar roerig, ar c'haverig ► Whoever gives, finds
Bezit mut pa roit / Pa roer deoc'h, komzit ► Be quiet when you give, speak when you receive (Say thank you.)
Bravoc'h reiñ eget mont da glask ► Better giving than begging
Daouarn tomm ha kalon yen / A ra goap ouzh meur a zen ► Warm hands and cold heart make a fool out of more than one
Didalvez ha koll amzer / Deskiñ ar mad hep en ober ► To learn good without doing it is useless and a waste of time
Eus ar skudell a roez e resevez ► You get from the bowl you give
Gwell eo madelezh eget braventez ► Better goodness than beauty
Hennezh zo eus gouenn an touseg, p'en deus aon na vankfe douar dezhañ da zebriñ ► He's the stuff toads are made of, because he's frightened of being short of ground to eat (He's a miser.)
Nesoc'h eo ilin eget dorn ► The elbow is nearer than the hand (One gives preferably to their kin.)
Ober vad pa c'helli / Droug a ri pa gari ► Do good when you can, tou'll do evil when you feel like to
Pa zeu ar paour da doull ho tor / Mar ne roit dezhañ, respontit gant enor ► When the poor comes to your door, if you don't give to him, answer with honor
Reiñ d'ar paour aluzen alies / Ne ziverras biskoazh an danvez ► To give a lot charity to the poor never reduced wealth
Un dorn hon eus da gemer hag un dorn all da reiñ ► We have a hand for taking and another one for giving
Ur vad peurc'hraet / Prest ankounac'het ► A good done is quickly forgotten
Honesty
An neudenn eeun eo ar gwellañ ► The straight thread is the best
Benniget ul laer hag a laer ul laer ► Bless the thief who robs a thief
Hennezh en deus ur gontell da droc'hañ diouzh an daou du ► He has a knife that cuts on both sides
Heñvel war wir e sav ken aes / Ha ma ra dienn war al laezh ► Alike raises on true as cream rises on milk (Forging convincing lies is easy.)
Ker gwazh neb a zalc'h ar sac'h / Ha neb a laka e-barzh ► The one who holds the bag is as guilty as the one who fills it
Neb a laer ur spilhenn / A c'hall laerezh un azen ► Whoever can steal a pin can steal a donkey
Neb a ra hervez a zle / A gousk dispont en e wele ► Whoever acts according to his duty sleeps tight in his bed
Pa vez an tan e vez laer ivez ► When there is fire there is a thief too
Tra lavaret a zle bout sevenet ► Act according to your words
Un den onest d'en deus nemet ur ger ► An honest man is a man of his word
Patience
En noz e kemerer ar silioù / Dale a ra vad a-wechoù ► Eels are catched at night, late is good sometimes
Gant kolo hag amzer / E teu da eogiñ ar mesper ► With straw and time, the quinces ripen
Gortoz pell, gortoz gwell ► Wait for a long time, wait for better times
Karrig a dro a denn bro / Karrig a red ne bad ket ► A rolling little cart covers land, a running little cart breaks
N'eus netra o paeañ an dud / 'Vel an amzer ► Nothings pays a man like time
Ne c'hall ket ur wezenn kaout bleuñv hag avaloù ► A tree cannot bear flowers and apples
Ne zeu ket a besked d'ar gigenn bep tro ma vez en dour ► The fish don't bite as many times as you cast the bait in the water
Neb a ya fonnus a ya pell / Neb a ya difonn a ya gwell ► Whoever runs goes far, whoever walks goes well
Neb a zalc'h a dizh / Neb a red a skuizh ► Whoever walks arrives, whoever runs gets tired
Rannañ pe gannañ ! — Leuskel ar gwad da yenañ ► Share or fight! — Leave the blood to cool off (Allow the anger to pass away.)
Time and Wisdom discovering the Truth Gaspare Diziani (1389-1767)
A bep liv marc'h mat / A bep bro tud vat ► Good horses whatever their colour, good people whatever their country
A skiant hag a goantiri / Eo pinvidik a-walc'h pep hini ► There is enough sense and kindness in everyone
A-barzh kontañ war sikour Doue / Eus ho kostez poagnit ivez ► Before counting on God's help, strive on your side
Alies eus ar furnez / E teu ar gorregezh ► Slowness often comes from wisdom
An aon eo boulc'h ar furnez ► Fear is the beginning of wisdom
An den a gomz, al loen zo mut / Diouzh o skiant eo komzoù an dud ► People speak, animals ar speechless, people's words are according to their sense
An devezh goude biken, pa savo ul loar nevez e ti ar gemenerien ► The day after never, when there's a new moon at the tailor's
An esperañs a vev an den / En dizesper ne vev den ► Hope feeds everyone, despair doesn't feed anyone
An ezhomm a ra ar pec'hed ► The sin comes from the need
An traoù gant an traoù / An nez gant al laou ► Things with things, nits with lice
Ar c'hamm a sailh keit hag un all / Hiroc'h mar gall ► The lame jumps as high as everyone, higher if he can
Ar c'hamm a wel e damm ► The lame sees his bit (He has his pride too.)
Ar c'hlask zo frank / Ar c'haout n'eo ket stank ► The search is wide, the findings are scarce
Ar pezh a zo tremenet ne zaleo ket ► What is past won't be late
Ar rod a vez atav e tu pe du o treiñ ► The wheel is always turning on one side or the other
Ar sant pellañ / Ar sant gwellañ ► The farther the saint, the better
Ar vevenn ne dalv ket ar vezherenn ► The selvage is not the fabric
Arabat eo c'hwitellat uheloc'h eget ar genoù ► Do not whistle higher than your mouth
Arabat eo d'ar c'hilhog kanañ re abred ► The rooster shouldn't crow too early (Don't count your chickens before they're hatched)
Arabat eo fiziout ar souchet o krediñ e ve kousket ► Do not think that the crouched is sleeping
Arabat eo klask treiñ an avel / Diwar-bouez ur sugell ► Do not try to change the wind by means of a rein
Arabat eo lakaat peñsel burell da limestra ► Do not patch purple with homespun (Cheap doesn't match expensive.)
Arabat eo lavaret « biken ne dañvain seurt soubenn » ► Do not say "I'll never have of that soup"
Arabat eo stekiñ e benn ouzh ar wezenn bellañ ► Do not bang your head on the farthest tree (Watch further than the tip of your nose.)
Bale skañv ha gwelet a-bell / Zo merk un den a boell ► Walking light and seeing afar show the smart person
Bez fur, pa n'out ket koant / Diskouez ec'h eus skiant ► Be wise if you're not hansome, show that you have sense
Bili war ziribin / Ne zastumont ket a vezhin ► Rolling shingle do not gather wrack
Biskoazh louarn n'eo bet paket / Div wech en ur griped ► No fox was ever caught twice in a trap
Biskoazh sant n'eo bet en e barrez meulet ► No saint was ever praised in his parish
Buoc'h Marteze zo aet pell zo gant ar bleiz ► The cow Maybe was caught long ago by the wolf
D'an dud fall ober meuleudi / Ouzh ar re vat zo strinkañ pri ► Praising bad people is throwing mud to good people
Daou benn zo da bep bazh ► There's two ends to every stick
Daou louarn kamm zo trec'h war unan eeun ► Two lame foxes beat a straight one
Dibaot hent kaer na ve meinek / Ha gwenodenn na ve dreinek ► Few nice roads are stone free and few paths are thorn free
Dibaot siminal a voged / Anez na vez tan en oaled ► Few chimneys smoke without fire in the hearth
Diouzh a reoc'h / E kavoc'h ► You will find according to your deeds
Diouzh ar frouezh emañ ret tañvaat / Kent evit lavaret emañ mat ► One ought to taste the fruit before saying they're good
Dister an dra mar ne dalv ket ar boan d'e c'houlenn ► Trifling is a thing if it's not worth asking for it
Diverglañ a ra an houarn en tan / An den n'eo den anez kaout poan ► Fire removes rust from iron, man is not man save by suffering
Diwar deir gwech e torr ar blanedenn ► The third time breaks the fate
Doue a sell ouzh an den / Pa laka e grezenn e yen ► God watches the man when his shirt cools down
E pep tra e klask pep den / Tennañ begig e spilhenn ► Every man tries to pull tip his pin from everything
E-touez ar muiañ a drein / Emañ ar gaerañ rozenn ► Where there are the most thorns stands the most beautiful rose
El lec'h n'eus nemet tud dall, ur born zo mat da roue ► In the land of the blind, a one-eyed man can be king
En noz, ker brav ar raden hag ar roz ► By night, ferns are as beautiful as roses
Eno emañ micher ar bed / Lakaat an traoù d'ar red / Darn o vont / Darn o tont ► That's the world's job: making things run, some going, some coming
Etre naet ha loudour / Ur berad dour ► Between clean and grimy: a drop of water
Eus ar sac'h ne c'heller tennañ / Nemet ar pezh a zo ennañ ► One can take from a bag only what's in it
Eus vi torret da alumen / Ne zigloro labous biken ► From an egg broken for an omelette there will never be any bird
Evel ar pennoù kolo / Ar pennoù uhel zo goullo ► Straw heads and high heads are empty
Gant a bep seurt leueoù e vez graet foarioù ► Any kind of calves make a fair
Gant an amzer hag an avel / Ez a pep anken war o divaskell ► With time and wind, all sorrows fly away
Gant ar c'han kaerañ / E vez al labous kaouedet ar gwellañ ► With the most beautiful singing, the bird is best caged up (Beware of the flatterers.)
Gedal n'eo ket koll ► Watching is not losing
Goude an delenn, ar rebed ► After the harp, the fiddle (From one pleasure to another.)
Gouzañv hep klemm ar pezh a c'hoarvez / Zo louzoù mat ouzh pep enkrez ► Enduring what happens without moaning is good medicine against any grief
Gwall fall e tle bout ar wezenn / Pa n'hall ket sec'hañ he ruskenn ► A bad tree cannot dry up its bark
Gwechall diouzh gwechall / Hiziv diouzh hiziv ► Past is past, today is today
Gwell eo dougen ar groaz eget he ruzañ ► Better carry the cross than drag it
Gwell eo furnez evit pinvidigezh ► Better wisdom than wealth
Gwell eo ur gudenn mat-nezet / Evit n'eo un ti skubet ► Better skein well spun than house swept out
Gwelloc'h eo distreiñ diwar hanter hent eget ober gwall veaj ► Better U-turn halfway than bad trip
Gwelloc'h gloazañ daou eget lazhañ unan ► Better hurting one than killing two
Gwelloc'h un taol troad eget un taol teod ► Better a kick than a lick
Hep stourm ne vezer ket trec'h ► There's no victory without fighting
Itron Varia an Amzer / Ne labour let en aner ► Our Lady of Time doesn't work in vain
Kaerañ zo eo al lagad / Pa vez digor war galon vat ► The most beautiful is the eye when open on a good heart
Kalonek a drec'h pep tra ► The courageous beats anything
Kammed-ha-kammed e reer tro ar bed ► Step by step one goes round the world
Kant bro, kant giz / Kant parrez, kant iliz / Kant marc'hadour, kant priz / Kant maouez, kant hiviz / Nemet unan a vefe dihiviz ► A hundred countries, a hundred ways; a hundred parishes, a hundred churches; a hundred merchants, a hundred prices; a hundred women, a hundred blouses, except when one doesn't wear any
Kant klevet ne dalvezont ket ur gwelet ► Hearing a hundred times isn't worth seeing once
Karet a reer an drubarderezh / Kasoni zo ouzh an trubard ► One loves treaseon and hates the traitor
Kement a strak / Ne dorr ket krak ► What creaks doesn't necessarily break
Keuz a-raok ne vez ket / Keuz war-lerc'h ne dalv ket ► There are no regrets before, regrets after are unworthy
Ki skaotet a dec'h rak dour bervet ► Scalded dog runs away from boiled water (Once bitten, twice shy.)
Klask pesked pa vez tost al lenn, ev dour pa vez tost ar feunteun ► Look for fish when the lake is near, drink water when the fountain is near
Kraf evit kraf / Krog evit krog / Ivin ouzh ivin ► Blow for blow, hold for hold, nail for nail
Lagad a dalv teod ► An eye is worth a tongue (Better seeing than hearing)
Lavar din piv a hentez, me 'lavaro dit piv out ► Tell me who you move with, I'll tell you who you are
Lod a ouel, lod a gan / Ar bed zo dudi ha poan ► Some cry, some sing, the world is entertainmant and grief
Mad graet / Buan ankouaet ► Good done, quickly forgotten
Mallozh da neb a zo ganet en ur gwall vro / Rak atav e tistro ► Woe to him who was born in a bad country, because he always returns
Mar skubfe pep hini dirak e di / Ne welfed ket e nep lec'h loustoni ► If everybody cleaned up before their door, you wouldn't see litter anywhere
N'end eus ket menez hep deval ► There is no mountain without downward slope
N'eo ket an tog a ra an eskob ► The hat doesn't make the bishop
N'eo ket ar c'hezeg bras a gas ar c'herc'h d'ar marc'had ► It's not the big horses that bring the oats to the market (The biggest is not always the strongest.)
N'eo ket d'ar re fall / Ober lezenn d'ar re all ► Bad people shouldn't lay own their law
N'eo ket gant taboulinoù e vez paket ar c'had ► Drumming won't catch the hare
N'eo ket ur c'hement c'hoantaat ha kaout ► Desire is not possession
N'eo ket ur skandillig a ra an hañv / Nag ur barr-avel a ra ar goañv ► One swallow doesn't make a summer, nor does one gale make a winter
N'eus den ebet war an Douar / Na gav en tu bennak e bar ► There is no one on Earth who do not find their match somewhere
N'eus den na tra hep e si / Hag alies en deus daou pe dri ► Any man or thing has a fault, and often two or three
N'eus droug ebet ha na denn da vad ► There is no evil that doesn't turn to good
N'eus netra o paeañ an dud e par an amzer ► There is nothing more rewarding than time
Na rebech da zen ar pezh a ri da-unan, pa n'ouzez ket petra a ri warc'hoazh ► Do not reproach somebody for doing something you'll do, because you don't know what you'll do tomorrow
Ne c'heller ket bout ha bout bet ► One cannot be and have been
Ne vern an hent, gant ma c'heller degouezhout ► No matter the road, if one can arrive
Neb a c'hed en devez ► Whoever watches gets
Neb a c'hoarzh da veure a c'harm da noz ► Whoever laughs in the morning cries in the evening
Neb a dromplo gant spilhoù / A dromplo gant skoedoù ► Whoever cheats with pins will cheat with crowns
Neb a ra bil / A zeu tort ha vil ► Whoever worries turns hunchbacked and ugly
Neb a sent ouzh e benn / Zo sotoc'h eget un azen ► Whoever obeys his head is more stupid than a donkey
Neb a ya d'ar foar a goll e blas ► Whoever goes to the fair loses his place
Ouzh ar red n'eus ket a remed ► There is no medicine to obligation
Pa erru ur c'holl en ti / Ec'h erru daou pe dri ► When a loss happens in the house, two or three happen
Pa vez ar c'hazh da foetañ / Foetañ diouzhtu eo ar gwellañ ► When you must whip the cat, whipping at once is the best thing to do
Pa vez ar c'hazh er-maez ag ar gêr / Al logod a ra fest er solier ► When the cat is out of the house, the mice feast in the loft
Pa vez debret ar bara / E vez diaes e baeañ ► When the bread is eaten, i is hard to pay for it
Pa vez gedon eo gedona ► Chase the hares when there are
Pa vez kamm ar c'heuneud ne vez ket eeun ar glaou ► When the firewood is twisted, the charcoal is not straight
Pa vezer savet en uhelañ / E vez al lamm brasañ ► The higher you climb, the bigger the fall
Pa voud ar skouarn gleiz / Meuleudioù a-leizh / Pa voud ar skouarn dehoù / Meuleudioù hebiou ► Left ear buzzing: lots of praise; right ear buzzing: praise pass by
Pa zle erruout gwall / Gwell eo born eget dall ► When hardship must happen, better one-eyed than blind
Pep hini a anavez e loen pa rank en bevañ ► Everybody know their animal when they must feed it
Pep hini e vlaz / Logod d'ar c'hazh / Eskern d'ar chas ► Everybody have their tastes: mice for the cat, bones for the dog
Pep tra a dremen gant an amzer ► Everything passes away with time
Petra 'servij nac'h ouzh Doue / Ar pezh a oar ar Werc'hez ? ► What's the use of hiding from God what Our Lady knows?
Poan ar re all zo skañv da zougen ► The others' grief is light to carry
Tamm-ha-tamm ez a ar verc'h da vamm ► Step by step, the daughter turns to mother
Tammig-ha-tammig ez a ar marc'h gant ar big ► Step by step, the horse goes with the magpie
Tri beg zo o souten ar bed / Beg ar vronn, beg ar soc'h / Hag ar beg all a ouzoc'h ► Three tips hold up the world: the tip of the breast, the tip of the plough, and the other tip you know about
Tud fallakr, abred pe ziwezhat / Ho pezo greun diwar ho had ► Bad people, sooner or later you'll get grain from your seeds
Un den kreñv, un den krevet / Ur baleer bras, un den brevet / Un neñvier kaer, un den beuzet / Un tenner mat, un den lazhet ► A strong man, a dead man; a good walker, an exhausted man; a good swimmer, a drowned man; a sharpshooter, a killed man
Un drezenn daoubennek A ro lamm d'ar genaoueg ► A two-headed bramble branch knocks down the idiot
Ur gomz lavaret er poent mat / Zo gwelloc'h eget div re ziwezhat ► A word said at the right time is better than two said too late
Women are People Barbara Paterson, 2000 Parliament Hill, Ottawa
An dilhad kaer, an dantelez / Ne guzhont ket alies santelezh ► Nice clothes and lace seldom hide saintliness
An hini a vez e gras ar merc'hed / N'en devez na naon na sec'hed ► Whoever is liked by women is never hungry or thirsty
Anez ar gwin hag ar merc'hed / Pegen didrouz 'vefe ar bed ► The world would be so silent without the wine and the women
Ar big a grog en he skouarn ► The magpie bites her ear (She craves to get married.)
Ar c'homzoù zo merc'hed / Ar skridoù zo gwazed ► Spoken words are women, written words are men
Ar merc'hed hag an istr / A rafe d'ar vein ober sistr ► Women and oysters would make stones to make cider
Ar ralañ tra a ya en hent / Zo ur pemoc'h hep roc'hal / Ur c'hi hep trotal / Div vaouez hep kaozeal ► The rarest things on the way: a pig which doesn't grunt, a dog which doesn't trot, two women who don't speak
Daou dra war an Douar na reni ket : an amzer hag ar merc'hed ► Two things on Earth you won't master: the weather and women
El lec'h ma 'z eus div vaouez e vez marc'had / El lec'h ma 'z eus teir e vez foar ► Two women make a market, three women make a fair
Evel ur vaouez eo an dra-se : ne cheñcho ket ► This is like a woman: it won't change
Evit ar mor bezañ treitour, treitouroc'h ar merc'hed ► The sea is treacherous, but the women are even more treacherous
Evit ma krizet un aval mat / N'eo ket kollet e c'hwezh vat ► A wrinkled apple still smells good
Gant ar c'hoant da bignat re uhel / Ar plac'hig a ziskenn izel ► When she wants to climb high, the young girl falls low
Gouzañv an amzer hag ar merc'hed / Daou dra ret da ober ► Two things one must do: suffer the weather and women
Gwell eo un dorzh vara war an daol evit ur melezour war ar prenestr ► Better a loaf of bread on the table than a mirror on the window
Honnezh he deus bragez ha lostenn ganti ► She has trousers and a skirt (She acts like a master.)
Honnezh he deus un teod da dennañ an diaoul eus an ifern ► She could remove the devil from Hell with her tongue
Honnezh ne ziwano ket ar faou en he genoù ► No beech tree will grow in her mouth (She's a chatterbox.)
Honnezh zo dir war he dremm ► There is steel on her face (She's shameless.)
Karantez ar merc'hed zo e-giz ar pell / Pa soñjer an nebeutañ ez a gant an avel ► A woman's love is like chaff: it goes with the wind when you don't pay attention
Neb en deus ur vaouez vrav / En deus div atav ► Whoever has a pretty wife gets always two (The wife puts on weight.)
Ur pok Spagn zo bet roet dezhi ► She's got a Spanish kiss (She's pregnant.)
Abred pe ziwezhat ez a an taol da fall ► Sooner or later, the blow turns bad
Al loc'hañ eo an diaesañ ► The beginning is the hardest
An diviner a c'hounez e voued, al labourer na ra ket ► The soothsayer earns his food, the worker does not
An hini a vale eeun a gav atav ledan e straed ► Whoever walks straight ahead always finds that the street is wide
An hini a zo akuit da zebriñ a zo akuit da labourat ► Whoever is good at eating is good at working
An hini na sec'h ket e bal / 'Zle bep mare sec'hañ e dal ► Whoever doesn't dry his shovel must dry his brow
An tu eo an hanter eus al labour ► The method is half the work
Ar boued d'an eur, al labour pa c'heller ► Food on time, work when possible
Ar c'haerañ charretour a ziskar e garr ► Even the best carter tips his cart
Ar c'housk a c'heller digoll / Met kousket a-raok zo koll ► One can catch up on sleep but sleeping in advance is vain
Ar gwellañ bara da zebriñ / A vez gounezet o c'hweziñ ► The best bread to eat is earned with sweat
Ar pezh a zo graet gant ma zad / A zo graet mat ► What is done by my father is well done
Da louarn kousket / Ne zeu tamm boued ► No food comes to the sleeping fox
Dibaot ar c'halvez / A labour hep danvez ► The carpenter seldom works without material
Diouzh al labour / Ar micherour ► The work shows the wkorker
El labour emañ ar yec'hed ► Work is health
Evit pakañ louarn pe c'had / Eo ret sevel mintin-mat ► One must get up early to catch the fox or the hare
Finesa zo gwelloc'h / Evit nerzh ► Better smart than strong
Freuzañ hag adober a bad hir ► Undoing and redoing take time
Gant ar boan hag an amzer / A-benn eus pep tra e teuer ► With efforts and time, one gets to the end of anything
Goude dale / E teu ar gorregezh ► After lateness comes slowness
Gwell eo un oberer eget kant lavarer ► One maker is worth a hundred speakers
Hanter douget ur bec'h graet mat ► A well packed load is half carried
Hennezh zo maout / Da lakaat spilhoù e revr ar saout ► He is good at putting pins to the cows' arses (At doing things the wrong way round.)
Hirañ amzer, aesañ labour ► The longer the time, the easier the work
Ho labour a yelo da labour wenn ► Your work will turn to white work (You are working in vain.)
Karrig a dro a red bro ► A rolling little cart covers land
Kemenerien omp tout / Met an tailh a zoug ► We are all tailors, but the cutting shows (His work shows the man.)
Komz gant ur sod ret eo gwelloc'h / Reiñ flour gwinizh d'ar moc'h ► Better feeding wheat flour to the pigs than speaking to an idiot
Labour Sul, labour null ► Sunday work, worthless work
Labourat evel ma kac'h ar saout en noz ► To work like a shitting cow at night (To botch the work.)
Labourat evel ur yar dilost ► To work like a topped hen (Do do unfinished work.)
Mont da gerc'hat dour gant ur bouteg ► To go to fetch water with a basket (To do useless work.)
Mont da glask avaloù er dervenn ► To go to fetch apples in the oak (To lack experience.)
Na biskoazh den na eure re / Na rafe re nebeut goude ► There has never been a man who did too much without doing too little afterwards
Ne c'heller ket kanañ ha c'hwitellat war an dro ► One can't sing and whistle at the same time
Ne vez ket desket da dad-kozh ober bugale-vihan ► Do not teach grandad how to make children
Neb a venn, hennezh a c'hall ► Whoever wants, can
Neb en deus ezhomm da labourat a rank plegañ ► Whoever needs to work must obey
Neb zo sod e soñj dezhañ / Eo sotoc'h an holl evitañ ► The idiot thinks that others are more idiot than him
O c'hortoz ar geot da sevel e varv ar saout gant an naon ► The cows die from hunger while waiting for the grass to grow
Pa ri ti, to / Pa ri falz, troad ► When building a house, put a roof on it; when making a scythe, put a handle to it (One must finish the work.)
Paol gozh o klask eeunañ he gar d'e vamm / En deus he zorret e daou damm ► When the devil tried to straighten his mother's leg, he broke it in two pieces (It's better to let well alone.)
Ret eo skeiñ war an houarn keit ha ma vez tomm ► One must strike while the iron is hot
Ret eo terriñ ar graoñenn / Evit kaout ar vouedenn ► One must break the nut to get the kernel
Seul gentañ, seul wellañ ► The earlier the better
Stagañ kezeg ouzh lost ar c'harr / Lakaat lost ar c'harr a-raok ► To hitch up horses to the rear of the cart, to put the rear of the car in front (To work the wrong way round.)
Ul loen ouzh ar stern / Ne zle ket kac'hat en ur bern ► A hitched up animal must not make a heap of dung (It must be working.)
Un dra c'hraet ne zle netra d'un dra da ober ► What is done doesn't owe anything to what is to be done
Ur c'homander mad a zo gwelloc'h evid daou labourer ► A good boss is better than two workers
Ur sprec'henn a zebr alies kement hag ur marc'h mat ► A nag often eats as much as a good horse
SAUVÉ, Louis-François 1878-1885 : Proverbes et dictons de la Basse-Bretagne – Devinettes, formulettes, charmes et conjurations magiques, Slatkine Reprints, 1986 ISBN 978-2-05-100101-4
GROS, Jules 1974 : Le Trésor du Breton parlé – Éléments de stylistique trégorroise, levrenn 3 : Le style populaire, supplement to the review Barr-Heol n° 88, Librairie Bretonne Giraudon, Lannion, 1976